Strollegezhioù lec'hel : penaos tommañ ar savadurioù gant koat ?
Diriaou tremenet e oa pedet dilennidi Kerne Izel d'un devezh preder war diorren un hentenn energiezh diwar koad kleuzioù ar vro. Evit poent e vez tennet gounit eus 16% eus koad ar c'hleuzioù hepken er c'horn-bro se. Ar pal a vefe produiñ energiezh evit tommañ ar savadurioù publik, evel ar skolioù pe ar poulloù-neuial da skouer. Ha broudañ al labourerien-douar da gempenn ar c'hleuzioù ha lakaat an ekonomiezh lec'hel da dreiñ war ar memes-tro. Selaouomp Katell Chantreau, dilennadez e Douarnenez Kumuniezh, he deus kemeret perzh en devez-se.
Setu klevet ho peus Katell Chantreau eus kumuniezh kumunioù bro Douarnenez. Ouzh mikro Metig Jakez-Vargas e oa hi.