Avel em fenn - Lun 29 a viz Genver
"Quand les femmes prennent la clé des champs" : A-viskoazh e oa bet merc'hed o stourm, neoazh emañ bet diverket o ferzh e lod vrasañ ag ar stourmoù. Ur sell a vo teuret àr ar merc'hed er labourerezh-douar, treuswellus, hep statud betek n'eus ket ken pell 'zo get ar glaskerez Clémentine Comer. (Spoiler: èl just o doa stourmet ivez). Muioc'h get aozerez an emgav Anna Quéré, evit ar gevredigezh BCD - Breizh Sevenadurioù. Ha mand oc'h intereset kit da vediaoueg An Oriant da 6e noz a benn ar Gwener 2 a viz C'hwevrer. Un atersadenn get Enora Molac (RBG).
Pennad-kaoz ar sizhun: Glenn Doujet deus ar Gompagnunezh sirk Panik, doc'h mikro Caroline Trouillet (RBG).
Istoér ar vaksin a ya pelloc'h evit prantad Pasteur. Muioc'h get Alan Goulwen, medisin e retret er gronikenn Yec'hed. Adkavit ivez Mael Gwenned rener programmoù e brezhoneg FR3 Breizh àr monet en-dro ar chadenn TV.
An abadenn 'zo bet buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG. Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard dre-eeun a studio Arvorig FM e Landerne.