àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Tri miz goude korventenn Ciaran ne oa ket roet ar skoazelloù argant d'ar labourerion-douar

Tri miz goude korventenn Ciaran ne oa ket roet ar skoazelloù argant d'ar labourerion-douar

Spontus oa korventenn Ciaran evit labourien-douar Haut-de-France, Normandie ha Breizh. N’o deus ket resevet c’hoazh ar skoazelloù oa prometet gant ar stad.

Ur bodadeg oa savet e Plougastel-Daoulaz gant sindikad Kengrevred peizan. Kantadoù a dud oa war plas, dirag an ti-kêr. Goulenn a ra groñs vefe roet ar buhanañ posubl ar skoazelloù. Gabriel Attal, ministr kentañ, en deus disklêriet disadorn vo doublet ar foñs reuziad evit ar re a zo bet tapet gant ar gorventenn. Da gentan oe laret get Macron vefe roet an arc’hant d’ar re n’o deus ket komanset al labouriou. A-benn ar fin vo roet d’ar re o deus savet labourioù adal d’ar 16 a viz kerzu, hervezh kengreved ar baizanted. Perzh zo oa graet labourioù e-raok gant labourerien-douar’zo.

Ar bodadeg savet gant ar sindikad a oa evit soutenn ar broduerien legumaj dreist-holl kar gwasoc’h eo bet ar jeu evite eget ar re arall. Evel Fañch Appriou, produer legumaj e Plabenneg.

 

Ur reportaj gant Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio