Kuzul diorren Bro an Oriant : ur labour bras evit ar sevennadur
Penaos sevel ur politikerezh war ar yezh ha war ar sevennadur e bro an Oriant… Setu ar labour a ra Kuzul Diorren Bro an Oriant.
Ar c’huzul zo bet savet un ungentad bloaz’zo. Daou vloaz ‘zo oa savet azezoù keodedel kentañ ar sevennadur e Bro an Oriant. Ur bochad kaozeadennoù hag ur wir youl zo bet ganet goude an darvoud-sen.
Disadorn paseet neus aozet ar c’huzul diorren ur prezegenn war an tem « penaos lakaat war wel ar yezhoù bro ». Un digarez eo d’ober ur poent war plas ar brezhoneg er vro peogwir eo unan eus pal ar c’huzul : roiñ ur plas d’ar yezh e sevennadur bro an Oriant.
Un delegasioñ, ur strollad, zo bet savet memestra gant tolpad-kêr an Oriant war ar yezh ha sevennadur Breizh. Laure Le Maréchal, eus an UDB, a zo kannadez er strollad-se.
Kenderc’hel a ray da labourat ar c’huzul. Spi neus Nicolas Syz, kenurzhier ar strollad sevennadurel er c'huzul, vefe savet a-benn tuchant ur raktres politikel gant etrekumunel tolpad kêr an Oriant, EPCI Lorient Aglo, e galleg. Hag azezoù arall vefe savet ivez.
Nicolas Syz oe doc'h mikro Yuna Kojan.