Sachet vo war ar gordenn e Pariz 2024
Gwelet e vo unan deus sportoù Breizh er c'hoarioù olimpek e Pariz : sachañ war ar gordenn ! N'eo ket e touezh ar sportoù ofisiel e vo sachet war ar gordenn evel just. Diskouezet vo d'an holl re o tremen dre gêriadenn ar c'hoarioù. Un Tregerad an hini eo a zo a-dreñv an taol-kaer-mañ. Serge Falezan eo prezidant Kevredad Sportoù ha C'hoarioù Breizh. Labourat a ra eñ kalz da lakaat ar c'hoarioù breton d'ober berzh. En o zouezh eo « sachañ war ar gordenn » an hini eo deuet a-benn da gas d'ar C'hoarioù Olimpek. Ha n'eo ket dre zegouezh. Kar bez zo bet ur mare, hag e oa ar sport-mañ e touezh ar sportioù ofisiel er c'hoarioù olimpek.
Hag o welet Tedy Riner o sachañ war ar gordenn en tele, marteze e vroudo ar vugale d'ober memes mod ! Hag un devezh piv oar, e c'hello bezañ kelennet ar sportoù breton hag ar sportoù lec'hel all er c'hentelioù sport b'ar skol !
Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.