àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Stanket eo pont Montroulez gant al labourerien-douar !

Stanket eo pont Montroulez gant al labourerien-douar !

Kounnaret eo al labourerien douar ‘ba Europa’ba Frañs ha ‘ba Breizh. Komanset ‘oant da stankañ hentoù bras dec’h ‘ba Frañs, ‘ba Okitania, lec’h ma ‘oa bet falc’het ur beizantez oa o vanifestiñ gant un oto. ‘Ba Kemper ha ‘ba Montroulez eo bet stanket an hentoù bras adalek dec’h gant paotred an FDSEA hag ar JA, ar beizanted yaouank. Ur sizhun zo eo komanset al luskad kounnar ‘bar c’hwec’hkorn.

 

Ar sizhun mañ eo degemeret dileuridi ar sindikadoù gant ministr kentañ nevez Bro-C’hall. Tro ‘neunt bet dileuridi an FDSEA hag ar JA da displegañ ar pezh a fell dezho da vat : simplaat al lodenn velestradurel, an normoù, doujañ d’al lezenn Egalim ha stourm ouzh ar gevezerezh direizh, hervezo, a deu eus broioù estren. Gwask zo lakaet war gouarnamant Attal. Fell ‘ra da baotred an FNSEA hag ar JA kaout respontoù d’o azgoulennoù buan… Evel ‘pezh ‘noa displeget ko-prezidant JA kanton Kastell-Pol, Gwendal Paoli, dec’h da noz, da Erwan Blanchard. War Pont Montroulez stanket ‘oant.

 

Evit padout eo en em staliet ar beizanted ‘ba Montroulez. En em gavet ‘oant gant un algeco, ur garavanenn… Hudu e yaio war galetaat stourm peizanted FDSEA ha JA ‘ba Breizh : pont an hirwazh ‘ba Brest ‘vo stanket adalek 11e. Evel ‘ba Aodoù-an-arvor ma vo stanket mont maez an RN12 ‘ba Kernilien chouk da Wengamp ha ‘ba Caulnes. Stankadennoù ‘vo ‘ba Tinteniac, Bain de Bretagne ha Romagné ‘ba Isle ha Gwilen…. Hag adalek 10e emañ en soñj paotred an FDSEA hag ar JA stankañan hentoù ‘ba Josilin ha ‘ban Dreinded-Surzur ker,nilien ha caulnes

 


Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio