àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Digoret eo savadur nevez ar C'hwartz e Brest !

Digoret eo savadur nevez ar C'hwartz e Brest !

Digor eo ar C’houartz en dro ! E kerzh fin ar sizhun dremenet oa digoret dorioù al lec’h sevenadurel pennañ ‘ba Penn ar Bed. Tri bloaz eo padet al labourioù da reneveziñ ar C’houartz, etre miz Ebrel 2021 ha miz Genver 2024. Labourioù ‘oa ret kas da reiñ ul lañs all d’al leurenn vroadell ‘oa bet digoret e 1988 e plas ar Palez Sevenadurel ‘oa aet gant an tan e 1981. 23, 2 milion a euroioù ‘neus postet Brest Aim, an embregerezh publik, evit gellout kas al labourioù. Ennañ eo abadennoù a bep seurt zo kinniget : c’hoariva, dañs, musik. Ul lec’h da aozañ kendalc’hioù eo ar C’houartz ivez. E-kerzh ar week end ‘neunt gellet ar Vrestiz mont da weladenniñ ar C’houartz mod nevez. Pezh ‘neus graet Lors Moal, brestad anezhañ, met ivez unan eus sonerien bagad Cap Caval. Meur a wech ‘neus bet tro Lors da seniñ war leurenn ar C’houartz da geñver Kampionad Broadel rummad kentañ ar Bagadoù. Roet ‘neus e soñj da Erwan Blanchard. Pezh ‘neus skoet anezhañ da gentañ eo sklaerder al lec’h hag a fed eo digor war an diavaez...

 

 

Plijadur ‘vo da gaout sur hat ! Unan eus ar cheñchamantoù bras eo eo staliet ar Restaorant-Cafe zo staliet ‘ba kerzh ar C’houartz zo « Le Gros Quartz » e anv. Skeiñ a ra war greiz kêr Brest ha degas birvilh d’al lec’h… Posubl e vo aozañ abadennoù ivez, war ul leurennig. Digor eo meurzh-sadorn etre 10e ha 18e ha pa vez abadennoù eus noz.

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio