àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur blakenn e koun Yeun ar Gow e Pleiben

Ur blakenn e koun Yeun ar Gow e Pleiben

Ober ton d'ar skrivagnerien e brezhoneg! Dibabet 'neunt an izili eus Gouel al levrioù 'ba Breizh enoriñ Yeun ar Gow. Skrivagner, barzh, dastumer kontadennoù ha danevellour 'oa 'ni zo bet notaer a vicher a hed e vuhez labour. Disadorn beure 'oa bet staliet ur blakenn da derc'hel koun anezhañ ouzh an ti lec'h ma oa bet ganet e 1897 'ba bourk Pleiben. Selaouomp Charlie Grall, prezidant Gouel al levrioù 'ba Breizh zo aozet 'ba Karaez.

 

Ur reportaj gant Erwan Blanchard. Lenn oberennoù Yeun ar Gow a c'haller ober evel just evel "E skeud tour bras Sant-Jermen", "Ar Ger villiget", "Kontadennoù Kerne" pe c'hoazh an danevell "Ur galedenn a zen".

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio