Aet eo Dominig Jolived, stourmer evit Breizh hag ar brezhoneg!
Aet eo Dominig Jolived da Anaon. Marvet eo ar stourmer evit Breizh hag ar brezhoneg d’an oad a 60 vloaz paket ‘ma oa bet gant un AVC e miz Kerdu. Brudet eo evit bout bet kelenner ‘bar skolioù Diwan, evit bout kroet ar sindikad labourerien Breizh… hag evit bout bet harper Stad Roazhon! ‘Pad bloavezhioù ‘neus kemeret perzh ‘bar vuhez politikel Breizh gant Emgann ar strollad dizalc’hour eus an tu kleiz ‘oa bet etre ar bloavezhioù 80 ha 2000. Herve ar Beg ‘zo bet ur c’hamalad stourm da Dominig Jolived. Ur soñj kreñv ‘neus dalc’het eus ar Bigouter… Emañ gant Erwan Blanchard.
Foto gant familh Dominig Jolived