àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur radio e brezhoneg evit Breizh en he fezh !

Ur radio e brezhoneg evit Breizh en he fezh !

Ur radio e brezhoneg penn da benn, war live Breizh ! Setu un huñvre a zo gant ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed dibaoe dekadoù a vloavezhioù. Met biskoaz n'eus bet deus ur radio na deus un tele e brezhoneg, o skignañ e Breizh a-bezh betekhen. Marteze koulskoude e teuio da wir dindan nebeutoc'h a amzer eget ar pezh a ijinemp...

Kar douget e vez er mare-mañ ur raktres gant rouedad ar radioioù kevredigezhiel. Anavezet e vefe ar radio-mañ « Radio Breizh », hag e vefe klevet e pep lec'h e Breizh.

Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ, a zispleg deomp perag ne oa ket bet graet a-raok...

 

Dav vez bremañ d'an doser bezañ kaset d'an Arcom evit ma vo dibabet ar raktres Radio Breizh da vezañ skignet war ar frekañsennoù nevez dieubet. Goude-se e vo lañset ur prantad argantiñ a-stroll ha goulennet argant gant ar strollegezhioù lec'hel. Berr tre eo an deiziater, ha sañset e c'hellfe Radio Breizh skignañ kerkent adalek miz Gwengolo.

 

Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio