Nac'het e vez reiñ an anv Fañch d'ur bugel e Anjev digant ar justiz
Ha setu un afer Fañch nevez evit kregiñ ar bloaz. E bro Anjev e oa ganet ur babig d'ar 26 a viz Gouere tremenet, anvet Fañch gant e zud. Galvet int bet bremañ, c'hwec'h miz Goude ganedigezh ar poupig, dirak ar justiz evit bezañ dibabet an anv-se. Ar wech-mañ e c'houlenn ar prokulor zoken e vefe cheñchet anv d'ar bugel ha pas tennet an tilde war an N nemeken ; Muioc'h a zisplegadennoù gant Charlie Gral, ezel eus Skoazell Vreizh, a ambroug ar familh.