Konkour paledoù e Kawan
Disadorn 'oa konkour paledoù e Kawan, aozet gant ar PKK, paledoù kleub Kawan. En tu all da hanter-kant a dud 'oa o c'hoari, darn deut deus a-bell 'walc'h, evit ur c'hoari n'eo ket a-orin deus Breizh izel tamm ebet, ha na veze ket kavet amañ betek un nebeudig bloavezhioù zo. Visant Dubois 'oa prezidant ar PKK, evit pevar bloavezh kentañ ar c'hleub, un tamm sell war ar c'honkour gantañ. gant Tudual Karluer.