Un ti magouri e brezhoneg en Oriant !
Ar raktres-mañ zo douget get ur strollad he deus savet ur gevredigezh n’eus ket pell ‘zo !
Meur a bal a zo get an ti magouri kevredigezel-sen… Degemer ur bochad bugale ag ar vro, kar un diouer a dier-magouri a zo… Kaout ur spered liammet get talvoudegezhioù an ekonomiezh sokial ha kengred… Hag evel-just lakaat àr wel ar brezhoneg d‘ar vugale a zo bihan tout, ur chañs brav eo evit an divyezhegezh !
Kemer a ra skouer ti-magouri an Oriant ag ur raktres oe savet e Brest. Ur vagouri zo bet savet e Brest get ar gevredigezh Sked, anvet eo Jibidi. Yves Le Menn oe e karg ag ar raktres-mañ… Sikour a ra an ti magouri en Oriant ivez ! Eskemmoù zo etre paotr Brest hag a rgevredigezh en Oriant.
An ti magouri kentañ e brezhoneg e vehe en Oriant… Selaomp Séverine Inkerman, ezelez ag ar strollad a zoug ar raktres.
Ac’hantaouet eo bet an ti-magouri en Oriant get France Active a zo ur gevredigezh a soutenn ar raktresoù diàr-benn an ekonomiezh sokial ha kengred.
Ma faota deoc’h sikour an ti magouri da gavout ur lech’ pe ma peus c‘hoant bout a youl vat er gevredigezh e c’hallit monet e darempred gete dre ar bajenn facebook : ti magouri en Oriant pe dre vail : magourianoriant@gmail.com !
Un atersadenn get Yuna Kojan.