àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Genver da 8e30

Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Genver da 8e30

Start e oa bet ar jeu evit ospitalioù bihan ar vro e 2023 ; evel ospitalioù Gwengamp ha Karaez. Kinnig a reomp deoc'h ober ur sell war-gil war ar pezh a oa c'hoarvezet warlene. E miz C'hwevrer 2023 e oa bet manifestadeg kentañ ar bloaz evit difenn ospital Gwengamp, a zo e Pabu. D'ar mare-se e oa en arvar ar surjianerezh noz-deiz en ospital ha kaoz a oa da serriñ an ti gwilioudiñ 'blam d'ur vank a amiegezed. War an digarez-se en doa klasket renerezh an ospital hag an ARS serriñ ar servijoù-se, diwar-goust yec'hed an dud...

 

Bodet e oa bet bugale ar c’helc’hioù keltiek e-kerzh ar vakañsoù Nedeleg ! 60 bugel ‘oa en em gavet asambles diriaou e Plougastell. Ar wech kentañ ‘oa da Genleur aozañ un devezh da lidañ fin ar bloaz. Bet eo Pauline Daniel, da astenn he mikro betek ar sal ma ‘oa dalc’het an devezh gouel… Emañ, da gentañ, gant Justine Guirriec kenbrezidantez Kenleur…

 

Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

-Lazhet zo bet 95 den 'blam d'ur gwalldaol e Iran dec'h

- Un troc'h internet ha rouedad war ar pellgomzerioù hezoug a oa bet dec'h

- Gallout a ra ar c'hirri-nij loc'hañ eus Brest adarre

- Kroget eo ar vedisined saoz yaouank, an « junior doctors », gant un harz-labour bras dec'h

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio