Sell war gil war ar bloavezh 2023 : ar stourm enep reform al leveoù
Kilañ an oad da vont war e leve a 62 vloaz da 64 bloaz ; bezañ bet labouret 43 bloavezh, da lâret 172 trimiziad. Setu poentoù braz al lezenn da adaoziñ al leveoù hag a voe tremenet abretoc'h ar bloaz-mañ, douget gant gouarnamant ar gentañ ministrez Elisabeth Borne. Ul lezenn tremenet gant an nerzh, en desped da enebiezh an tri-c'hard deus ar boblañs. En desped ivez da ali ar Parlamant, p'en oe ar gouarnamant lakaet al lezenn da dremen dre c'hras da vellad 49-3 ar Vonreizh.
Ur sell war gil war ar stourm a-enep da reform al leveoù, savet diwar reportajoù skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed Keleier ar Vro.