àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 28 a viz Kerzu da 8e30

Keleier ar vro d'ar Yaou 28 a viz Kerzu da 8e30

Deomp war roudoù Tolkien hag ar grenn-amzer faltaziet evit echuiñ ar bloaz ! Divizet ‘o deus renerien ar mirdi Fonds Hélèné et Edouard Lecrec ‘ba Landerne reiñ da welet livadurioù ha tresadennoù gant John Howe. Brudet eo eñ evit bezañ bet skeudennaouet romantoù skrivet gant JRR Tolkien. Met anavezet eo dreist-holl ‘vit bezañ kemeret perzh e renerezh arzel ar filmoù « Aotroù ar gwalennoù » hag « an Hobbit ». E fin miz Kerzu oa bet aozet ur weladenn gant SKED ha lusket gant Malo Adeux. Displeget ‘neus da Erwan Blanchard al liammoù zo etre oberennoù Tolkien ha John Howe. Da selaou AMAÑ.

 

Ha dalc'het mat peus soñj deus tout ar pezh a zo tremenet e 2023 ? Da sikour ac'hanoc'h da freskaat ho eñvorennoù, e kinnigomp deoc'h ober un tamm sell war gil war unan deus sujedoù brasañ Keleier ar Vro ar bloaz-mañ : reform al leveoù. Da selaou AZE.

 

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Marvet eo Jacques Delors dec'h

- Roet zo bet e skoazell diwezhañ da Ukrenia gant ar Stadoù-Unanet

- Rediet e vo uzin rafinañ ar petrol TotalEnergies e Donges da vezañ ensellet

- Douget zo bet klemm gant prefetioù Sant-Brieg ha Kemper a-enep d'al labourerien-douar

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio