Ar Bugaled Breizh a zo aet d'ar strad kazi 20 vloaz zo dija
Ar Bugaled Breizh a zo aet d'ar strad kazi 20 vloaz zo dija. Evit lidañ an deiz-ha-bloaz se en deus bet c'hoant Pascal Bodéré skrivañ ul levr diwar benn an enklask en d'eus renet e-giz kazetenner evit an Telegramme e-pad 20 vloaz.
Ar Bugaled Breizh a oa ur vag pesketañ eus Loktudi e Bro-Vigouden hag en doa graet peñse d'ar 15 a viz Genver 2004 e-tal ar C'hap Lizard e morioù saoz. Pemp martolod a zo marvet da geñver ar gwallzarvoud. Un enklask justis a zo bet kaset e bro C'hall pad 12 vloaz, koulskoude n’eo ket bet diskoachet ar wirionez. Pascal Bodéré a zispleg istor e enklask kazetenniñ da Vleuenn Le Lay. Selaouomp anezhañ diouzhtu.
Berzh bras ‘neus graet levr Pascal Bodéré. 5000 skouerenn a oa bet gwerzet dindan 5 devezh pa oa bet embannet «Bugaled Breizh». Tro 12 000 skouerenn a zo bet moullet 'vit poent hag adembannet e vo 4000 ouzhpenn e miz Genver.