àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier d'ar merc'her 20 a viz Kerdu- 8e30

Keleier d'ar merc'her 20 a viz Kerdu- 8e30

Ur sell war gil war ar c'hop 28 e Dubaï

Pad pemzeketez oa bodet milieroù a dud ‘ba Dubaï en Emirelezh Arab Unaned evit klask diskoulmoù da dalañ ouzh ar chenchamant hin. Ur c’hop hag a zo aozet dindan aotrouniezh an ONU. Unan eus palioù kentañ ar c’hop e oa, sanset, kaout un tu da doujañ da emglevioù Paris e 2015 : derc’hel kresk an tamperadurioù betek un derez hanter tommoc’h evit pezh a oa araok an dispac’h greantel… Pezh zo e yaio dreist d’an tamperaduirioù se ma kendalc’homp gant ar memes hent ‘benn 6 vloaz. An het kentañ skrivet ‘ban destenn fin eo paouez tamm ha tamm gant an energiezhoù fosil… pezh ‘zo dipitus mat evit an ekologourien evel Glen Dissaux zo bez prezidant Brest Meur ger … Emañ gant Erwan Blanchard.

 

Priz ar vugale, reiñ c'hoant d'ar re yaouank lenn romantoù!

Lañset eo mare « priz ar Vugale ». A-houde 2008 ema aozet ar priz-mañ gant « Keit Vimp Bev » hag ar gevredigezh Fea. 4 levr zo da lenn gant bugale e klasoù CE2 ha CM. Al levrioù vez dibabet get an ti embann. E-pad ar blez vez lennet ar levrioù-se get ar vugale…. Hag e miz Mae vez votet get bep skolioù evit ar levr muiañ karet. An disoc’hoù vez embannet e penn miz gouere. Un digarez brav eo da lakaat ar vugale da lenn e brezhoneg ha da c’houlenn o ali diwar-benn ho lennerezh ! Evit ar wech kentañ vo 2 skol e Pondi a yay da gemer perzh er priz : ar skol Jules Ferry ha skol Diwan Pondi. Koutant bras eo ar vugale da gemer perzh er priz-mañ… Ur reportaj gant Enora Molac en RBG.

Ar reportajoù zo da selaou amañ

Kinniget eo an abadenn gant Bleuenn Le Lay hag Erwan Blanchard

Hag ouzphenn er c'heleier:

- Prosez galv ar Mediator

- Dislonkadenn Menez-tan Island

- Steeve Caniço!

- Un tamm sell war ar sportoù

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio