àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Reoliañ an enporzhiaduroù mel e Frañs

Reoliañ an enporzhiaduroù mel e Frañs

Anna Le Breton a zo gwenanerez. Nevez staliet he deus hec'h embregerezh anvet « Mel ar vro », e Kastell-Nevez ar-Faou, gant he c'hamalad Florent. N'eo ket aes bevañ eus ar produiñ mel hiziv-an-deiz. Ar C'honfederation Paysanne a aoze ur vanifestadeg e Pariz ar 'zhun dremenet evit goulenn na vefe reoliet priz ar mel enporzhiet, peogwir ne teu ket produerien ar vro a benn da werzhañ ar mel dastumet gante. Gwashoc'h c'hoazh, 46% eus ar mel enporzhiet e Europa ne vefe ket mel e gwirionez. Muioc'h a ditouroù gant Anna diouzhtu.

 

 

Klevet o peus Anna Le Breton, gwenanerez, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Gant ar vretoned ha bretonezed eo e vez prenet ar muiañ a vel e Frañs. Hag evit bezañ treuzwelus war orin ar mel zo bet krouet ur merk nevez gant gwenanerien ha gwenanerezed Breizh, anvet « Les miels de Bretagne ». Aesoc'h e vo e mod-se da bep hini bezañ sur eus ar pezh a vez prenet ganti pe gantañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio