àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier d'ar c'hentañ a viz Kerdu- 8e30 beure

Keleier d'ar c'hentañ a viz Kerdu- 8e30 beure

Al lonjeris ‘ba Breizh ha ‘ba bro Montroulez ! S

Sed aze tem an devezh zo aozet gant UDB bro Montroulez warc’hoazh. ‘Ba Lise Suscinio vo bodet politikerien hag izili eus kevredigezhioù a stourm ‘vit ma c’hallo an holl kaout un doenn, un ti da bep hini. Digor eo an devezh d'an holl. Stenn eo marc’had an tiez ‘ba Breizh ha dreistholl war an aod. Kalzig a eil tiez zo ‘ba Breizh : war dro 233 000 anezho ! Taolioù-krenn, emgavioù vo kinniget warc’hoazh evit buheziñ anezho zo pedet tud Jdean Felix Acquaviva, kannad Korsika dilennet gant ar strollad Femu a korsika, Jean-Pol Vermot, maer Montroulez, Nil Cpoauissin kuzulier rannvro, Melanie Tomin, Annaig Le Meur ha c’hoazh Lydie Massard… Ar poent mat eo evit lakaat ar gaoz en dro war ar sujed se : Fulup Plouzane, ezel eus burev politikel UBD hag unan aozerien an devezh. Emañ gant Erwan Blanchard.

 

Ar friko eo pred praz an eureudoù... Bremañ eo anv un ti-boued-ostaleri e Gwimaeg ivez.

« Friko » a zo bet nevez digoret gant daou gomarad, Dylan Simon ha Yoann Puilh. Kumun Gwimaeg an hini eo 'n eus graet ar peadra da gentañ evit ma chomfe deus ur predti bev er vourc'h. Kar dibaoe ma oa bet sarret an ti roz ne oa ti-boued ebet ken e Gwimaeg. Tri bloaz 'zo neuze oa bet prenet ar savadur gant ar gumun hag adnevezet anezhañ gant sikour an Rannvro, an Departamant, ar gumuniezh kumunioù hag ar Stad. Feurmet e vez bremañ da zDylan Simon ha Yoann Puilh. Dylan Simon a zo deus mikro Maelle Ausias e Radio Kreiz Breizh. Displegiñ a raio deomp penaos o deus bet c'hoant krouiñ ul lec'h da lakaat an dud da vezañ en o aes...

 

Ar reportajoù zo da selaou amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio