Keleier ar vro d'al Lun 27 a viz Du 2023
Kenderc'hel da vont war raok... Sed aze ar c'hoant zo maget gant izili an UDB. Kerzh an dibenn sizhun 'oa aozet 36vet kendalc'h Unvaniezh Demokratel Breizh. 'Ba Plañvour eo war dro 120 den 'oa en em gavet evit ober un tamm bilañs eus an daou vloavezh buhez politikel tremenet ha komz diwar benn steuñv dazont ar strollad emrenour warlerc'h… Deomp da selaou Trifina Kerrain zo ezelez eus burev politikel an UDB. Kuzulierez kêr Lannuon ha Tolpad kêrioù Lannuon a zispleg deomp pouezh ar c'hendalc'h-se Emañ gant Erwan Blanchard.
Evit ar wech kentañ 'oa c'hoariet an arvest "Hentoù al laezh" ar sizhun dremenet. Komedianed ha komedianezed Teatr Piba o doa kinniget ur pezh-c'hoari diwar benn istor al laezh 'ba Ti ar c'hoariva e Brest. Istor al laezh hag hini bugel den 'neus dizoloet ar mad e c'hall bezañ al laezh evitañ ha penaos e oa bet krouet ar saout tamm ha tamm. Tomaz Kloareg, leurenner anezhañ, a gas an arvesterien d'ober ur road trip war roudoù ur sevenadurezh 'oa ganet 12 000 bloaz zo 'ba Turkia.
Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Sañset eo an arsav-brezel etre Israel hag an Hamas echuiñ fenoz
- Bombezennet eo bet kêr Kiev e Ukrenia gant dronoù rusian disadorn
- Ur vandennad tud eus an tu-dehoù pellañ o deus klasket aozañ ur skrapadeg e Romans-sur-isère, en Drome
- Barnet e vo ar ministr Olivier Dussopt adalek hiziv
- Ur c'houlzad roadennoù a zo bet lañset gant ar gevredigezh Kenleur dimeurzh
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas