àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Festival kross-kountri zo 'ba Kerampuilh!

Festival kross-kountri zo 'ba Kerampuilh!

Lañset eo Festival ar C’hross-Countri ‘ba Karaez ‘vit ur sizhunvezh ! Dec’h eo 2500 a skolajidi ha liseidi ‘noant kemeret perzh ‘ba kampionadoù departamant UNSS war dachenn Ker’puilh… Hag en holl eo tost 6000 reder ‘deuio da Garaez da c’haloupat. Hudu ‘oa tro ar studierien da gemer perzh ‘ba Kampionad Breizh… Hag e kerzh an dibenn sizhun ‘vo aozet kampionad Breizh FFA ar c’hross berr ha kampionad al Lig da gaout plasoù ‘vit gellout kemer perzh ‘ba kampionad Frañs. Echu’raio ar sizhunvezh cross-countri ‘benn dimerc’her gant ar c’hampionadoù UNSS. Ha kement se n’eo ket aozet forzh pelec’h… Ker’puilh, lec’h m’eo aozet an Erer Kozh, zo deuet da vezañ kerbenn ar c’hross ‘ba Breizh. Evit goar hiroc’h diwar benn ar sizhunvezh koursoù aozet gant Lig Breizh Atleterezh gant skoazell kleub Atle Karaez e c’hallit mont war al lec’hienn « Le festival du cross-country à Carhaix » !Dec’h, ‘neuze, ‘oa gant al liseidi ha ar skolajidi ‘oa roet lañs d’ar festival da lakaat war wel ar sport se… Penaos eo tremenet an devezh… ? Selaouomp un nebeut galouperien… ha da gentañ Iona Blanchard, Nina Le Fevre ha Gabriel Loaeg eus lise Diwan Karaez. Emaint gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio