àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Asezoù sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne

Asezoù sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne

A-benn warc'hoazh e vo dalc'het asezoù sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne. En em soñjal war dazont sevenadur hor bro hag ar brezhoneg eo ar pal ha pedet eo aktourien ar bed kevredigezh da gejañ ouzh an dilennidi lec'hel. Muioc'h a ditouroù gant Yann Gwilhamot, ezel eus bodad aozañ Kuzul diorren Kerne.

 

 

Da 1e30 goude mern e krogo an devezh en MPT pe Ti an Holl e karter Penhars e Kemper warc'hoazh. Prezegennoù ha pevar atalier a vo e-pad an abardae, diwar-benn merañ ar c'hevredigezhioù, arc'hantaouiñ ar c'hevredigezhioù, dazont ar brezhoneg hag an etre-anaoudegezh er bed kevredigezhel. Lusket e vo an devezh gant abadennoù arzel ivez.

Pep hini a c'hell en em enskrivañ enlinenn. Gallout a rit lakaat o anv war lec'hienn Quimper Cornouaille Développement : ww.qcd.bzh

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio