àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em fenn - Meurzh 21 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Meurzh 21 a viz Kalañ-Gouiañv

Sein, une île de résistance a zo e tan bout embannet e ti Montagnes Noires. Ar c'hazetenner hag istorour Bernez Rouz oa bet da glask istor don ha stank an dud o veviñ àr an enezenn da vare an eil brezel-bed. Un atersadenn kinniget get Radio Kerne.

 

Sklaerenn ar Galloudeg he doa bevet ha profet ur sapre skiant-prenet dezhi ha d'he familh en ur vonet da veajiñ e-pad 6 miz e broioù India, Nepal ha Malaizia. Muioc'h da glevout e Pennad-kaoz ar sizhun-mañ, un atersadenn bet graet evit an abadenn Tavarn Kreiz Mitin get Caroline Trouillet.

 

Carmen Le Bris a oa bet klañv, asambl get razh ar geriadenn e bro ar Maasaied pa oa bet degemeret enno. Round-up oa bet strewet àr un dachad, e zebre enni saout oa desavet get ar Maasaied... Muioc'h da glevout er gronikenn Beajoù.

 

Un abadenn kaset dr-eeeun a Bondi e studio Radio Bro Gwened get Enora Molac. Keleier ar vro get Anton Burel.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio