Pakañ toñed ha pakañ kregen e Morgad
En deiz-hiziv n'eus koulz lâret pesketour a-vicher ebet ken e Morgad. Ar beskerezh oa aet d'an traoñ er bloavezhioù 1980 hag ar porzh-plezañs 'neus kemeret plas ar porzh-pesketa abaoe. Met ur mare zo bet 'oa kalz a besketourien e Morgad ! Ar re-mañ yae da bakañ sardin, kregen ha dreist-holl toñed hag ur bern familhoù a veve deus ar beskerezh.
Bernard Sénéchal zo ganet e Morgad. Pesketour eo bet, evel e dad hag e dad-kozh araozañ. Benjamin oa bet oc'h en em gavout asambles gantañ e 2018.