Ur film faltazi diwar-benn stourm Plougoñ
Ti ar Vro Kemper, ar sinema Katorza hag ar stal broduiñ Vent d’Ouest Distribution, a ginnig rak-skignadenn gentañ ar film « Nous serons toujours là ! Plogoff 1980 », hag e brezhoneg ouzhpenn 'se ! Ur film faltazi eo, diwar-benn stourm Plougoñ a-enep na vefe savet ur greizenn nukleel er gumun. Ne oa ket bet graet film faltazi ebet war an tem-se c'hoazh. Skignet e vo ar film e brezhoneg diriaou da 8e30 e Kemper. Un eskemm gant ar film-aozer Nicolas Guillou a vo goude ar skignadenn. Ha gallout a raio pep hini gwelet ar film war ar skrammoù bras e miz C'hwevrer pe e miz Meurzh 2024. Eric Simonin a zo unan eus aktourien ar film. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.