Keleier ar vro d’ar Gwener 17 a viz Kalañ Gouiañv – 8e30 beure
Tost 3000 pratik ‘chom didredan e Breizh c’hoazh !
Tost 3000 pratik ‘chom didredan e Breizh c’hoazh hevé Enedis ! Ha 2400 anezhe zo e Penn ar bed o chom.
E kreiz ar sizhun mañ eo bet luget ti Erika Berthou doc’h ar rouedad tredan.
Un atersadenn get Erwan Blanchard.
Ur fest-noz da lidañ an Unesco !
Dimerc'her eizteiz zo, e oa lidet e Pariz 20 vloaz ar goñvañsion. Hag evit en ober zo bet soñjet gant an aozerion aoziñ... ur fest-noz !
Christian Rivoalen deus Dastum Breizh Izel, a oa deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Un diouer a zour hag ar boued zo e Gaza
- Diaes vehe ar gouiañv e Bro Ukraina a-gaoz d’ar brezel
- Kondaonet eo bet Engie da geñver saotradur ur stêr e Penn ar Bed
- Displann eo muzulioù ar gouarnamant goude gorventenn Ciaran
Keleier kinniget deoc'h get Yuna Kojan.