àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Skoazelloù sokial evit an enbroidi lamet gant ar senedourien!

Skoazelloù sokial evit an enbroidi lamet gant ar senedourien!

Ar raktres lezenn diàr-benn an enbroiñ zo bet votet get ar senedourion met strizoc’h eo ar lezenn evit an hini oa kinniget da gentañ gant ar breujoù. Ar senedourion o deus skarzhet skoazelloù APL evit an dud a estren vro da gentañ…Divizet o deus ivez skarzhañ an AME, skoazell medisin ar stad, pe aide médicale d’urgence e galleg. A-drugarez d’ar skoazell-mañ ema sikouret ha soagniñ an dud dibaper e Bro C’hall, kemeret vez e kar ar pareañ get ar Stad. Met hervez ar senedourion vehe un enbroiñ evit ar yec’hed. Da lâret eo vehe divroidi a yahe da vro C’hall evit bout pareet amañ. Se zo abeg ar senedourion a faot a ra dezhe skarzhañ ar skoazell sen evit ma vehe neubeutoc’h nebeutañ a enbroiñ. Pezh zo ur spont evit medisinourion ‘zo o deus disklêriet ne vehe ket doujet ar lezenn-se ma vehe voted anezhi…. Ar c’hevredigezhioù a soutenn an divrodidi zo enep ivez.

 

Selaomp Kristian ar Meut, ezel ar strollad Solidarité Exilés Henbont. Evitoñ eo ur spont votiñ seurt divizioù, enep gwirioù an dud. Gant Yuna Kojan emañ.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio