Keleier ar Vro d'ar Yaou 16 a viz Du da 8e30
War gil ez a linenn an arvor gant kresk live ar mor… Krignet eo an arvor ha dre se emañ tiez zo en arvar da vont diwar wel. ‘Ba Frañs eo war dro 870 000 savadur a c’hallfe bezañ lonket gant ar mor. Kannaded zo zo o prientiñ ur raklezenn ‘vo kinniget d’an deputeed kar miliardoù a euroioù a digolloù ‘vo da baeañ d’an dud a ranko dilezel o ziez pe o zachennoù en dazont. Nevez zo ‘oa deuet Sophie Panonacle, deputeez dilennet ‘ba departamant ar Jirond ha prezidantez Komite broadel « linenn an arvor », da Wiseni da welout al labour zo kaset war an dachenn. Nikola Loncle ‘noa kemeret perzh ‘bar weladenn-se. Teknikour war an endro eo ha fiziet zo bet ennañ ober war dro an doser Natura 2000 gant kêr Wiseni. Emañ gant Erwan Blanchard.
Setu ur gont a ra berzh war ar rouedadoù sokial : c'hwec'h warn ugent mil pempkant heulier war instagram, trizek mil pemp kant heulier war tiktok.... Abaoe tri bloaz emañ Gwenvael Balnois oc’h ober war dro ar gont « Komz brezhoneg ». Lañset n'eus ur raktres nevez nebell zo anvet « Komzblog » ha « komzboutik » selaouomp anezhañ diouzhtu, ouzh mikro Anton Burel. Dre al lec’hienn Kengo e c’hellit sikour anezhañ.
Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Furchet zo bet ospital Shifa e Gaza gant an arme israelian
- Emañ familhoù ostajoù an Hamas gant ur gerzhadeg vras etre Tel-Aviv ha Jeruzalem
- Drouklazhet zo bet ur barner nann-daouel e Mec'hiko
- Emañ Aostralia o vont da grouiñ ur viza ispisial evit repuidi an hin o tont eus enezeg Tuvalu
- Ne vo ket disklêriet ar stad a wallreuz naturel evit ar gorventenn Ciaran e Breizh
- Dieubet eo bet ar poliser en deus drouzklazhet Nahel
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas