àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 9 a viz Kalañ-Gouiañv

Keleier ar vro d'ar Yaou 9 a viz Kalañ-Gouiañv

Didoenn eo an 90 skolajiad zo ‘ba skolaj Diwan Gwiseni.

Aet eo toenn o skol gant an avelioù kreñv ‘neus c’hwezhet ar gorventenn Ciaran war aodoù hanter noz Bro-Leon diriaou tremenet ! Moarvat ‘vo hir al labourioù da gempenn ar skolaj zo serret. N’haller ket implijout ar salioù evel just. Dour ha glav zo o kouezhañ ‘bar savadur o tistrujañ an diabarzh… Muioc'h gant Aline Folgalves, renerez skolaj Diwan Gwiseni.

 

Komz se le dise a zo anv levr ziwezhañ Padrig DréanTeñzorioù ar brezhoneg komzet a vro An Alre a kaver er levr nevez, e kaver enni tresadennoù Nono ivez. Muioc'h a zisplegadennoù get ar skrivagner.

 

Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.

 

Ha da glevout er c'heleier ivez:

- Miz Gouel-Mikel (Here) a zo an tommañ renablet

- Klemm 'zo enep BNP Paribas, Crédit Agricole, BPCE hag Axa

- Stourmerion ekolo dirag justis Atlanta er Stadoù-Unanet

- Asantet eo emskrivadur Moldavi & Ukren en Unvaniezh European get ar C'homision

- Diverket e vo murlivadur seksist ospital Gwened

- Mouget eo trumadoù ospital Pondi

 

 

Keleier kinniget get Enora Molac e studio RBG e Pondi.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio