Keleier d'ar meurzh 7 a viz Du-8e30 beure
An tu dehou pellañ e toull dor ar gouarnamant en Arjentina
Ur sapre korventenn eo ar pezh a c'hoarvezh en Arc'hantina er mare-mañ. A benn nebeut e vo eil tro an dilennadegoù prezidant. Sergio Massa & Javier Milei a zo àr ar renk. An hani ketañ a zo ministr an ekonomiezh er gouarnamant paset. An eil a zo un outsider ultra capitalist ag an tu dehoù pellañ. Patricia Bullrich a zo erruet en drivet plas e-pad an dro ketañ. Disklêriet he deus e fin ar miz e soutenehe Javier Milei. Roiñ a rahe tost ur c'hard ag ar mouezhioù ouzhpenn ma vot an dud ar pezh a vez aliet geti. Start bras eo an traoù en Arc'hantina a-houde pell, ken stoket ar vro goude kement a enkadennoù politikel, sokial hag ekonomikel. Mara Cisera a zo 60 vlez, bevet he deus meur a brantad e buhez distabil ar vro. O chom e Breizh emañ abaoe 2020 met kenderc'hel a ra da heuliiñ ar pezh a c'hoarvezh enno. Emañ gant Enora Molac.
Porched niverel ar brezhoneg, setu al lec’hienn nevez gant Ofis Publik ar Brezhoneg
Kinniget da vare Gouel Broadel ar Brezhoneg e penn-kentañ an hañv. Ar sizhun tremenet eo bet kinniget en e stumm klok gant an holl binviji nevez savet pe gwellaet. Kavet e vez a bep seurt binviji a vo prizius evit ar vrezhonegerien en o mesk Meurgorf geriadur istorel ar brezhoneg, an diaz Termenadurezh Termofis, an diaz lec’hanvadurezh Kerofis, met ivez an troer emgefre hag a c’hall treiñ frazennoù war an tu brezhoneg galleg ha war an tu galleg brezhoneg met dreistholl ar sintezenn, ur vouezh sintetek pe artifisiel a zo bet savet gant servijoù an OPAB ‘sambles gant arbennigourien deus Lannuon. Selaouomp Ewen ha Dewi a zo o labourat e servij an Ofis war ar porched-mañ. Ur reportaj gant Anton Burel.
Ar reportajoù zo da selaou amañ
Embannet eo bet ar c'heleier ganrt Erwan Blanchard.