Keleier 5:30
@@@N'eo ket didrubuilh an distro-skol e pep lec'h.@@@
E Rostrenn zo votet get ar gumun lakaat kreskiñ priz ar predoù evit ar vugale skoliataet en hentenn zivyezhek er skol kentañ derez. Yannig An Doujet zo tad d'ur c'hrouedur er skol, lâret 'ra deomp pelloc'h doh mikro Tugdual Karluer.
Selaouit an atersenn
@@@30 vlez 'zo 'oa bet krouet kreizenn vakansoù an Oaled 'ba Treglonou.@@@
Ur greizenn vakansoù evit ar vugale 'oa hag a zo 'bar skolioù e brezhoneg. 'Benn disadorn 'vo lidet an deiz ha bloaz àr an ton bras. André Lavanant 'zo ezel kuzul merañ an Oaled, hag unan ag ar re 'neunt savet ar greizenn e 1981. Deus mikro Karolina Rufflé.
Selaouit ar pennad komz
@@@Célénod, ur strollad a vro Kaledoni Nevez zo é troiñ e termen-mañ e Breizh.@@@
Ar-lerc'h bout bet e Lokorn digwener e oant bet klevet e eneze Eusa an dibenn-sihun-mañ en arbenn ag ar festival Ilophone. Marie-Louise Heydon deus lâret a ra he sonj diar benn an arvest bourrapl-mañ doh mikro Anne Gouerou.
Selaouit hiroc'h amañ