àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em fenn - Lun 30 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Lun 30 a viz Gouel-Mikel

Gwerz Denez, setu anv levr nevez embannet get ar c'haner mil-vrudet Denez Prigent. Eñ an hini pedet ar sizhun-mañ get Maëlle Ausias evit displeg hirroc'h àr arz ar gwerzhioù.

 

Gouel bro Plistin a bed tud bro C'hallo an dibenn-sizhun mañ, muioc'h àr ar festival a grogay a benn Digwener aozet get Dañs Treger dre mouezh he frezidant Paskal An Intanv, pedet get Maëlle Ausias (RKB).

 

Penn kil ha troat a zo un heuliad dibar skignet get FR3 er mare-mañ, muioc'h get Mael Gwenneg rener ar programmoù evit klevout hirroc'h àr ar serienn.

 

Adkavit ivez muioc'h àr ar somatiziñ/ar somatekaat get ar medisin e retret Alan Goulwen, ha Keleier ar vro kaset get Metig Jakez Vargas.

Avel em fenn ar Lun mañ a zo bet kaset get Enora Molac dre-eeun ag RBG.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio