àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gwall ziaes eo manifestiñ e Frañs evit ar peoc'h etre Israel ha Palestina

Gwall ziaes eo manifestiñ e Frañs evit ar peoc'h etre Israel ha Palestina

Gwall ziaes eo manifestiñ e Frañs evit ar peoc'h etre Israel ha Palestina pe evit souten ar Balestianed abaoe penn-kentañ ar bombezadegoù, d'ar 7 a viz Here tremenet. Gervel a ra 17 aozadur eus bro Kemper, en o zouez Frañs Palestine Kengred, da vanifestiñ e Kemper 'benn disadorn gant al lugan : « Harz-tennañ etre Israel ha Palestina evit ur peoc'h reizh ha padus ». Spi o deus an aozerien ne vo ket berzet ar vanifestadeg gant ar prefed, evel ma oa c'hoarvezet d'ar 17 a viz Here tremenet. Youn Jardin, ezel eus ar gevredigezh Frañs Palestina Kengred, en deus kaset ur goulenn d'ar prefeti evit aozañ ar vanifestadeg. N'en deus bet respont ebet c'hoazh evit poent. Selaouomp anezhañ.

 

Youn Jardin a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. En entremar emañ c'hoazh aozerien ar vanifestadeg ha ne ouezont ket ma vo asantet o goulenn digant ar prefeti pe get. Da 2e30 e loc'hfe ar vanifestadeg disadorn e Kemper, dirak an Iliz-Veur.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio