Ti al lamponed a vo didoenn e fin ar vakañsoù
Un tamm anken zo gant an izili eus Ti ar vro Landerne-Daoulaz…
Ne oaront ket c’hoazh e pelec’h ‘vo staliet ar greizenn dudi e brezhoneg war lerc’h ar vakansoù. Tri bloaz zo emañ ‘ba Gorre-Menez ‘ba Loperc’hed lec’h zo ur pezh mell savadur da degemer strolladoù. Ha berzh ‘ra ar greizenn dudi. War dro 20 bugel ‘vez degemeret bep tro ma ‘vez digor ar greizenn. En holl eo war dro 100 familh a gas bugale d’ar greizenn bep bloaz. Ter animatourez zo gopret evit ober war dro ar vugale da verc’her hag e-kerzh ar vakañsoù.
Véronique Thomas, prezidantez Ti ar vro Landerne-Daoulaz ouzh mikro Erwan Blanchard.