àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Here da 8e30

Keleier ar vro d'ar Yaou 19 a viz Here da 8e30

Kantadoù a dud a oa en em vodet dirak o ospital dimeurzh en Aodoù-an-Arvor

Diskrog-labour a oa bet divizet e-mesk labourerien ar yec'hed a-benn stourm evit ma vo ingal an dud er vro evit pezh a sell bezañ pareet. Un dek bodadeg bennaket oa bet e meur a lec'h en departamant : e Lannuon, Landreger, Kintin, Sant-Brieg, Pempoull, Bear, Lamball, Dinan pe c'hoazh Plougernevel. Dirak ospital Gwengamp e oa bet manifestet ivez rak e-barzh ur raktres gant ar GHT, Stroll Ospitalioù an Tiriad, ez eus rakwelet klozañ ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh noz-deiz an ospital. 150 a dud o doa respontet da c'halvadenn ar strollad etresindikajoù. Tomaz Laken a oa war blas. Komzet en doa gant Antea-Lou ha Dominig.

Ha tañvet ho peus gwin bro Kemper ?

E 2006 e oa bet divizet gant ur strollad tud eus ar vro ober un taol-arnod ha plantañ gwiniennoù pe « plantoù rezhin » ma karit evit ober gwir. Ha deuet eo brav gante ! Abaoe neuze e vez fardet gwin gant kevredigezh « Les Cotaux du Braden », war tosenn ar Bradenn, e Kemper. Un nebeud devezhioù zo e oa bet dastumet ar rezin gant ar strollad, ha lakaet da c'hoiñ da c'houde. Patrick Le Berre, ezel eus ar gevredigezh, a ro muioc'h a ditouroù deomp war ar mod ma vez fardet ar gwin. Aterset e oa bet gant Metig Jakez-Vargas.

 

Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Asantet he deus bro Israel e vefe digoret un trepas dengar etrezek Gaza

- Gervel a ra breujoù bro Brazil da gas Bolsonaro dirak al lez-varn 'vit bezañ aozet un taol-Stad

- Dieubet eo bet ar c'hazetenner afgan Mortaza Behboudi

- Marvet e vefe ar pemorc'h-gouez adkavet war traezhenn Hilion eus ur poread

- Livadurioù nazi a zo bet kavet div iliz e Landerne dilun

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio