Aodoù-an-Arvor : evit ma vo ingal an dud er vro evit pezh a sell ar yec'hed !
Kantadoù a dud a oa en em vodet dirak o ospital dimeurzh en Aodoù-an-Arvor. Diskrog-labour a oa bet divizet e-mesk labourerien ar yec'hed a-benn stourm evit ma vo ingal an dud er vro evit pezh a sell bezañ pareet. Ha pedet e oa ar re-se da zont da heul o fareourien ha pareourezed war mare kreisteiz. Un dek bodadeg bennaket oa bet e meur a lec'h en departamant : e Lannuon, Landreger, Kintin, Sant-Brieg, Pempoull, Bear, Lambal, Dinan pe c'hoazh Plougernevel. Dirak ospital Gwengamp e oa bet manifestet ivez rak e-barzh ur raktres gant ar GHT, Stroll Ospitalioù an Tiriad, ez eus rakwelet klozañ ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh noz-deiz an ospital. 150 a dud o devoa respontet da c'halvadenn ar strollad etresindikajoù. Tomaz Laken a oa war blas. Komzet en doa gant Dominique hag Antea-Lou.
Youl a oa gant manifesterien Gwengamp da serriñ an ARS, Ajañs Rannvro ar Yec'hed, dileuriadez ar Stad e Breizh, hag a souten ar mennozh klozañ ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh-pad ospital Gwengamp.
D'ar 4 a viz Du e vo manifestet ba Kemper ivez evit ma vo addigoret trummadoù ospital Karaez noz ha deiz.
Ur reportaj gant Tomaz Laken