Etre 100 000 ha 200 000 a dud o doa manifestet e Frañs digwener
Digwener en doa ar strollad etresindikad galvet d'un harz-labour hag e oa bet aozet manifestadegoù un tamm e pep lec’h dre ar vro. Fellout a rae d’ar vanifesterien e vefe kresket goproù an holl, e vefe ingal ar goproù etre ar plac’hed hag ar baotred, met ivez evit difenn ar servijoù publik hag evit ma c’hellfe mont an dud war o leve da 60 vloaz. ‘Benn nebeut e vo mare ar marc’hata etre ar sindikadoù hag an implijerien neuze o doa c’hoant ar sindikalourien diskouez int kreñv ha prest evit ar stourm … Anton Burel a oa e manifestadeg Roazhon …
Setu un tamm poent war ar pezh zo c’hoarvezet e Kemper hag e Roazhon da vare harz labour ha stourm an deiz. Klevet ho peus Bernez rest eus an UDB a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. 500 a dud o doa manifestet e Kemper.