Furchadegoù bras a zo e Leuc'han war ur bez eus an oadvezh arem
Abaoe un nebeud sizhunioù emañ enklaskourien ar CNRS o furchal krugell Sant-Beleg e Leuc'han en-dro. Eno e oa bet garet un dizoloadenn arkeologel meur ouzhpenn kant vloaz-zo. Metig Jakez-Vargas he deus gallet mont da welet ar furchadegoù. Setu ar pezh he deus desket.
Hag e-kichen ar furchadegoù emañ arbennigourien o klask adsevel ostilhoù er memes mod ha ma oant bet graet en oadvezh arem, gant ar maen ha metaloù a vez kavet en tro war droioù.