Souten ar gevredigezh La Bout'
D'ar sadorn 23 a viz Gwengolo e oa deuet e-leizh a dud betek gar Koneri war barrouz Louergad ! Respontet o doa da c'halvadenn ar gevredigezh La Bout' a soursia eus ur voutik a ro un eil buhez d'an traoù bet implijet gant an dud. Dilhad, meubl, bitrakoù pe beseloù a vez kavet eno da brenañ marc'had-mat hardizh !
Met siwazh e c'hallfe bezañ rediet La Bout' da zilojañ abalamour m'emañ an embregerezh Eureden, hag a zo perc'henn war o zi, e sell da werzhañ anezhañ. Achuiñ a ray al lizher-feurm e fin ar bloaz ! Met talvoudus-bras eo al lec'h-se da galz a dud eus ar vro. Ur rekour eo d'ar re n'o deus ket aez da brenañ traoù ker pe c'hoazh d'ar c'hevredigezhioù ha da skol ar gumun a resev ur gwenneg bennaket digant La Bout' gwech ha gwech all. Dilennidi a oa deuet ivez disadorn betek porzh ti ar gevredigezh, da reiñ da c'houzout e oant prest da souten. Arnaud Toudig a oa aze. Hennezh zo koñsailher-rannvro en karg eus ar c'hevredigezhioù. Pe c'hoazh Frañsoa Marreg, maer Benac'h, a vo klevet ganeoc'h e penn kentañ ar pennad-komz.
Ha da glevout ivez er reportaj, Clothilde, Valentine, Nelly ha Remi...
Digor e vez La Bout' d'al lun ha d'ar merc'her diouzh ar beure ha kentañ sadorn bep miz goude kreisteiz...
Ur reportaj gant Tomaz Laken