àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

40vet Kan ar bobl zo bet lidet e-korv an dibenn sihun.

40vet Kan ar bobl zo bet lidet e-korv an dibenn sihun.

Ouzphenn eizh kant a sonerion oa daet da bondi evit an dolpadenn zewehañ. Meur a rummad e oa èl ar skolioù, kan ha muzik, kontadennoù e galo hag e berton, distagerezh kaer, ha c'hoazh. Setu lod ag an disoc'hoù neuze. Waet eo priz ketan evit ar strolladoù da Gourlan quintet. doh ma sell ar c'han da selaou e oa bet roet ur priz krouidigezh da Enora de Parscau. ha waet eo ar priz ketañ da Baul Salaun get ar sonenn anvet « ar pradig ». Selouamp dohtoñ. Evit ar c'han da zañsal e oa waet ar priz ketañ get Michel ha Fanch Blejan ex-aequo get Piau de bique. Hag an trede priz get ar bare anvet « an davarnizion ». Gwenael Dage a lâr deomp pelloc'h. Kement a dud e oa er rummad-mañ ha kement a dud yaouank ken mat eo bet roet prizioù dezhe get ar juri. Neuze waet ar priz ketañ kan da zansal evit ar re yaouank da Lisa ha Maina.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio