Avel em Fenn - Lun 2 a viz Gouel-Mikel (Here)
D'an 13 ag ar miz-mañ e vo votet ur c'hinnig arall àr ar glifozat, degaset get ar C'homision European. Ret e vo d'ar broioù Europad lâr ma faot dezho ampellaat implij ar louzoù-se beteg ar 15 a viz An Azvent (Kerzu) 2033... Da lâret eo 10 vlez ouzhpenn evit pezh a oa bet disklêriet. Ur gudenn a zo neoazh, dispaket get Reporterre: Global 2000 ha PAN Europe (Pesticide action network) o deus embannet e oa bet dilemmet o studi àr ar glifozat get Bayer muioc'h amañ. Kounaret eo ar c'hevredigezhioù har ur bochad tud er gevredigezh, en o zouez Jean-Paul Runigo ag ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh. Klevet e vo ivez Jean-Jacques & François, gouzañverien kleñvedoù parkinson, liammet hrewez o medisin get implij ar louzoù e-pad o buhez labourizion douar. Atersadennoù get Yuna Cojean.
Adkavit ivez taol-immor ar c'hronikour Loeiz Belleg, da-geñver pezh erruet e Seglian... Pa gomzer ag an diforzhioù sell etre anamezeion a laosk an natur ober he labour, hag ar re arall àr-dro, feuket ne vehe ket "brav" da welet...
Ur liamm ispisial o dez an drouized get an natur hag ar bed arall. Pennad-kaoz ar sizhun a vo a-ziàr o feson da welet ar bed ha d'en em aoziñ, get Per Vari Kerloc'h, drouiz meur Gorsedd Breizh, ha Pascal Lamour, apotiker, soner ha drouiz ivez, èl just.