àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d’ar Gwener 29 a viz Gwenoloñ – 7e30

Keleier ar vro d’ar Gwener 29 a viz Gwenoloñ – 7e30

Ur vanifestadeg evit ar lojeiz en Oriant !

Get strollad TUT vo savet ur vanifestadeg disadorn. Selaouit Aodren Trehin, ezelez strollad "Un toen evit an holl en Oriant". Un atersadenn get Yuna Kojan.

 

Ar stourm enep an harellerezh e skolaj Diwan Gwiseni

Ur steñv zo bet savet get ar Gouarnamant. Penaos vo ar jeu e skolaj Gwiseni ? Selaouit Sabrina Pohardy, penngasourez, doc’h mikro Erwan Blanchard.

 

Ur lec’h talvoudus da wareziñ : La Bout’ !

La Bout’ a ra àr dro a ur voutik a ro un eil buhez d'an traoù bet implijet gant an dud. Met en arvar ema… Met e c'hallehe bout rediet La Bout' da zilojañ… A-gaoz m'emañ an embregerezh Eureden, hag a zo perc'henn àr o zi, e sell da werzhañ anezhoñ. Ur reportaj get Tomaz Laken.

 

 

Da selaou en ho frapad keleier-mañ :

  • Muioc’h a repuidi zo bet marvet e mor kreizdouar e 2023 evit ar blez tremenet, hervez an ONU.
  • Ur bochad tud a glaska kuitaat Nagorny Karabakh.
  • An emrennerezh evit Bro Korsika ?
  • Divyezh Breizh a c’houlenna un emgav e rektordi Roazhon.

 

 

Selaouit atersadennoù ha reportajoù ar c’heleier amañ.

Keleier kinniget deoc'h get Yuna Kojan.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio