àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Louergad : deuet kalz a dud da souten La Bout' !

Louergad : deuet kalz a dud da souten La Bout' !

E-leizh a dud a oa deuet disadorn betek gar Koneri war barrouz Louergad ! Respontet o doa da c'halvadenn ar gevredigezh La Bout' a soursia eus ur voutik a ro un eil buhez d'an traoù bet implijet gant an dud. Dilhad, meubl, bitrakoù pe beseloù a vez kavet eno da brenañ marc'had-mat hardizh !

 

Met siwazh e c'hallfe bezañ rediet La Bout' da zilojañ abalamour m'emañ an embregerezh Eureden, hag a zo perc'henn war o zi, e sell da werzhañ anezhañ. Achuiñ a ray al lizher-feurm e fin ar bloaz ! Met talvoudus-bras eo al lec'h-se da galz a dud eus ar vro. Ur rekour eo d'ar re n'o deus ket aez da brenañ traoù ker pe c'hoazh d'ar c'hevredigezhioù ha da skol ar gumun a resev ur gwenneg bennaket digant La Bout' gwech ha gwech all. Dilennidi a oa deuet ivez disadorn betek porzh ti ar gevredigezh, da reiñ da c'houzout e oant prest da souten. Arnaud Toudig a oa aze. Hennezh zo koñsailher-rannvro en karg eus ar c'hevredigezhioù. Pe c'hoazh Frañsoa Marreg, maer Benac'h, a vo klevet diouzhtu.

 

Ha da glevout ivez er reportaj, Clothilde, Valentine, Nelly ha Remi...

Digor e vez La Bout' d'al lun ha d'ar merc'her diouzh ar beure ha kentañ sadorn bep miz goude kreisteiz...

 

Ur reportaj gant Tomaz Laken

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio