Avel em Fenn - Meurzh 26 a viz Gwenholoñ
Hiriv e vo klevet hirroc'h a-ziàr prosez Niort, a zo bet e penn kommañs ar miz. 9 stourmer a zo tamallet dehe bout aozet manifestadegoù « maez lezenn » enep ar megabassinoù. Tud ar sindikadoù CGT, Solidaire, Kengevread ar Beizanted ha Soulèvements de la Terre a zo tremenet dirag ar barner. N'eo ket echu ar prosez met traoù a zo da glevout ur seurt get tud pedet ar sizhun-mañ e Pennad-kaoz ar sizhun: Odile ha Tugdual. Ur sujed get Tomaz Laken ha Maëlle Ausias (RKB).
Beteg ar 7/10 ho peus evit kas ho soñj scenario da Rannvro Breizh. Ur galv raktresoù a zo, da welet àr ar lec'hienn amañ. Displeget e vez razh an traoù get Florent Grouin, karget a broduiñ evit Brezhoweb.
Leun a virvilh eo ar vro! Splann an traoù e bed ar sonerezh. Muioc'h da zizoloiñ a-ziàr ur raktres nevez anvet Prysm, get ar soner Simon Creachcadec doc'h mikro Yuna Cojean.
Un abadenn kaset get Enora Molac dre-eeun e Radio Bro Gwened.