àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

sugar man

sugar man

SUGERMAN Ur film savet gant : Malik Bendjelloul (2012). Gant : Sixto Diaz Rodriguez, Stephen Segerman, Dennis Coffey. Suger Man, an Den-Sukr. Netra da weled amañ gant istoer ar Paotrig Baramel. Komz a ra ar film, un teulfilm e gwirionez (un documentaire mar karit), ag un den bew c'hoazh. Un den na oa ket bet brudet tamm ebed pa oa yaouank c'hoazh er bloazioù 1970. Ur c'haner amerikan, ur Bob Dylan arall, gwell eged Bob Dylan c'hoazh, hervez lod. Hennezh en doa kroget en ur gitar pa oa 16 vloaz, ha savet kanennoù skrivet braw diwar-benn e vuhez hag ar vuhez en e gêr a z-Detroit. Remerket e oa bet gant daou impresario ha savet en doa diw bladenn gante. Mez, kuriused tra, ne oa ket bet skrap tamm ebed war ar pladennoù-se, ur vezh. Perag ? Den ne oui re. Marse a-gaoz d'e hanw : Rodriguez, Sixto Rodriguez, un hanw meksikan, hanw ul latino, evel ma vez lâred eno g'un tamm dispriz marse. Pandeogwir nen doa ket kavet sav gant e ganennoù, heb ober bil e oa chomet gant e vicher netaad tier louz pe distruj ar re a veze da zistruj da leuskel sevel traoù nevez d'o heul. Ul labour ne oa ket prest ne vern piw d'henn ober& Ha chomet e oa an den du-se, e Detroit, "kuzh ha diglod", evel ma lâr ar ganenn. Ar pezh na ouie ket Rodriguez, pa oa chomet dianav-groñs e hanw en Amerik, e oa daet da voud brudet-braz e Sud-Afrika. Du-hont e veze anavet e oll ganennoù gant an dud. Ne oa ket bet gwerzhet ogozig disk ebed e Bro ar Yondr-Sam, mez dre voneur e oa digouezhet unan er Republik Sud-Afrikan. Diouzhtu e reas berzh eno, ha klasket e oa bet prenañ ar bladenn, mez pandeogwir ne veze ket kavet e oa bet kopiet ha kopiet an disk gant yaouankizoù ar vro. War a seblant e klote gomzoù ar c'hanennoù gant c'hoantoù hag esper an dud, rag dalc'het e oa Sud-Afrika gant an Apartheid c'hoazh. Ne ouie den ebed penn da Rodriguez, estroc'h eged ar pezh a oa skrivet war golo ar pladennoù, kazimant netra. Mez ur gontenn a rede diwar e benn, ouzhpenn-se : lâret e veze e oa marw Rodriguez. Goude ur c'hoñsert bennag en dehe bet en em lazhet war al leurenn dirag e chelaouerion ! Moian 'vehe bet d'an traoù chomel evel-se, paneve d'ur journalist sud-afrikan bennag boud c'hoant da skriv ur pennad diwar-benn marw souezhuz an den-se. Nag ur souezh pa zegouezhas hennañ en Amerik : den ebed nen doa klevet komz a Sixto Rodriguez ! A-benn ar fin, goude furchal ha difurchal e kavas ar c'hazetenner roudoù Rodriguez, ha bew e oa an den c'hoazh. En un ti paour a-walc'h e veve, e-kostez Detroit. Evel-just e oa bet kenniget dezhañ da zoned da Sud-Afrika da ganañ. E 1998 e oa. Nag ur souezh evitañ, eñv, an den dianav-kàer en e vro, gweled beteg 5000 a dud diragzañ é kanañ e destennoù war e vuzik ! Braw eo an istoer, n'eo ket ? N'eo ket ur gontenn nawazh : degemeret e vo Rodriguez er Zenith e Pariz a-benn miz Mezheven. Tri deiz da-heul. Ha ne chom ket mui plas dijabl ebed ! Adembannet eo bet e sonennoù, evel-just. Kit da weled ar film fromuz-se, ur wir sorbienn a-vremañ, chom a reoc'h bamet. Ale, setu toud evid hiziw. Ha plijadur deoc'h ataw er salioù teñwel. JCLR.20130418.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio