àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

N'eus ket skolaerien.ezed divyezhek 'walc'h en distro-skol 2023

N'eus ket skolaerien.ezed divyezhek 'walc'h en distro-skol 2023

Kreskiñ a ra bep bloaz an niver a skolidi en hentennoù divyezhek. Met siwazh n'eus ket bet lakaet skolaerien ha skolaerezed divyezhek en holl c'hlasoù divyezhek en distro-skol.

10 dioute a vank ‘ba Penn-ar Bed ‘vit respont da ezhommoù ar skolioù… Koulskoude ‘zo mistri skol a oar brezhoneg ‘zo prest da zont da labourat ‘bar vro. E kerzh an hañv eo dek mestrez-skol ha mestr-skol ‘neunt ur plas ‘ba un akademiezh all ‘vit hini Roazhon ‘oa o c’hortoz bout anvet amañ… En aner... daoust d’ar c'hevrad Stad C’hall-Rannvro Breizh a ziskouez e rank an akademiezhoù leuskel ar vrezhonegerien mont da gelenn ‘ba Breizh. Justine Donnard n’eo ket bet degemeret ‘ban akademiezh. Nac’het ‘neus akademiezh Créteil reiñ an aotre dezhi da guitaat banlev Pariz kar un diouer a gelennerien ‘zo eno ivez… Emañ gant Erwan Blanchard. Rémi Toulhoat, skolaer hag ezel eus kuzul merañ Div Yezh Breizh, a ro ur bilañs kentañ deomp eus an distro-skol en hentennoù divyezhek.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio