40 vlez Radio Bro Gwened !
40 vlez zo get Radio Bro Gwened ! Da lidañ an deiz-ha-blez-sen vo savet ur fest bras e Pondi. Un abadenn, ur sonadeg hag ur fest-noz vo aozet.
Get ur skipailh a dud ag vro oe ganet ar soñj da sevel ur radio kevredigezhel, e brezhoneg hag e galleg… Ganet eo bet Radio bro gwened, mouezh ar vro.
An dezi-ha-blez zo un digarez da gonta deoc'h istoer RBG…
Un abadenn àr-euun vo kaniget get gopridi, tud a youl vat ha tud tremenet e RBG ! Da 5e vo. Goude-sen vo ur sonadeg get strollad Aloko. Komañs a ray ar fest-noz da 9e, àr ar leurenn vo Landat-Moisson, Taouarh hag ur bochad sonerion ha sonerezed arall ! Maryse Fillon a yay da ganañ get strollad SBFM ! C’hwi a c’hella kavout ar program a-bezh àr lec’hienn rbg.bzh pe dre bajenn facebook ar radio !