àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Karrspot, arsavioù nevez evit c'hoari biz-meud e bro Kemperle

Karrspot, arsavioù nevez evit c'hoari biz-meud e bro Kemperle

Abaoe penn kentañ an hañv e c'haller gwelet panelloù nevez o vleuniañ e Bro Kemperle. Panelloù gwer karrez, gant ur mell-dorn he biz-meud savet. Diskouezh a ra ar panelloù-se lec'hioù a-ratoz evit c'hoari biz-meud, e Kemperle Kumuniezh. Anvet eo ar rouedad-se « Karrspot » ha klokaat a ra rouedad trañsportoù ar gumuniezh kumunioù. Ur rouedad busoù a oa dija, lec'hioù kenweturiñ ar mirc'hi-houarn tredan da amprestiñ.

Rak alies-mat e veajer gant an oto, e-unan en hor c'hirri-tan, dreist-holl pa ne vezer ket o chom e kêrioù bras. Kement-all a otoioù gant ur plas dieub eno...ha kement a blasoù evit an dud a c'hoari biz-meud ! Selaouomp Nolwenn le Crann, besprezidantez e Kemperle Kumuniezh.

 

 

Nolwenn Le Crann, besprezidantez e Kemperle Kuminiezh en karg eus ar sevenadur, ar brezhoneg, an istor hag an arzoù a oa deus mikro Metig Jakez-Vargas.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio