àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur sell war keleier ar sizhun d'ar gwener 21 a viz Gouere

Ur sell war keleier ar sizhun d'ar gwener 21 a viz Gouere

Da glevout er c'heleier :

- Lakaet eo bet poliserien deus Marsilha dindan ensell evit bezañ skoet ouzh Hedi ha tennet war e benn gant un LBD

- Un den yaouank deus Anjev en deus douget klemm a-enep ar boliserien ivez. Digoret zo bet un enklask rak kollet en deus e lagad 'blamm d'un tenn LBD

- Livet e oa bet tagoù neonazi hag enep-yuzhev e Ploheg-Piniti disadorn

- Propaganda a vez graet gant an neonazied e boestoù-lizhiri Plijidi ha betek chomlec'hioù postel tiez-kêr Penn-ar-Bed

- Nec'het eo kelennerien Alamagn gant kresk an niver a zarvoudoù eus an tu-dehoù pellañ er skolioù

- Digoret zo bet un enklask gant lez-varn Brest war ar mod ma vez meret ti-kêr Karaez ha tolpad-kêrioù ar Poc'hêr.

- Goulenn a ra lez-varn melestradurel Roazhon digant ar Stad stourm a-enep ar bezhin-glas e Breizh dindan pevar miz

- Votet zo bet ul lezenn taer a-enep d'an divroidi er Rouantelezh-Unanet

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio